Français | Brezhoneg

Emsaver, ar merk breizhat rebellus, a stourm evit Breizh !

Ur merk dilhad ha prestoù eo Emsaver, evit ar vretoned hag an dud dedennet gant an Arvorig livet e mod Breizh.

Emsaver, diouzh e skouerioù a bep seurt, a gomz eus ur vro pinvidik hag he deus un identelezh sevenadurel, hengounioù hag e dalvoudegezhioù kengred er stroum, he fier o deus graet ur vroad ken berzh hag e vleunviñ.

Emsaver, skridoù-kaer nevez hag a cheñch.

Yaouank flamm, stourmer ha fentus eo skridoù-kaer al linenn dilhad Emsaver. Re a folklor zo war dilhadoù breizhat pe ur sell fent istorel nemetken. Ma c'hellomp c'hoarzhiñ gant ar c'hlichedoù e tremenomp, ret eo diskouez ivez hon identelezh gant plijadur, ha gallout a rit gwiskaat al livioù Breizh gant hon skridoù-kaer nevez.

Ur merk a stourm eo Emsaver.

Stourmer diouzh e skridoù-kaer, bep t-shirtoù a ziskouez ur skoed armez kroaz du war e skoaz (Ar groaz du istorel Breizh), hag hon skridoù-kaer a lakaat da gentañ ar stourmerezh breizh (adunanvezh, brezhoneg...).

Stourmer diouzh ar bed armerzh e Breizh. Emsaver a labour evit ar vro gant prestoù ha bannieloù produet e Breizh. Evit an dilhad, hep tiez-uzin a c'hall graet e Breizh, troet hon eus ouzh an Europa eget broioù Azia ne douj ket al labourerien.

Stourmer diouzh e sikour evit ar brezhoneg, evit an dilhad produet en Europa, Emsaver a ro ul lodenn eus e c'hounedigezh evit ur gevredigezh a zifenn brezhoneg.

Adkavout a rit en dilhad Emsaver ar galite hag ar pren kengred evit ur produ a soñj a liamm kreñv staget ouzh Breizh. Evit Emsaver, n'eus tu ebet da gemer arc'hant war "mod Breizh" o puñsat an identelezh Breizh e-giz ur puñs hep foñs, pouezus eo evidomp an aktourien armerzh a brofit ar skeudenn breizhat a gemer perzh ivez da greñvat an identelezh ar vro, o produiñ an uhelañ posubl e Breizh, hag o telc'h an aktourien ar bed gevredigezh Breizh.